Teir Askell Lyrics

Gwennyn

Beo

Lyrics to Teir Askell
Teir Askell Video:
Itron Varia Steredenn vor
Mouezh aour an douster ‘zo en Arvor
Roit an nerzh d'ho pugale
Da hadañ an nevez ‘n o femdez

Pa n'eus ‘forzh touell ‘n hor c'hevredigezh
Pa n'eus ‘met sorc'henn en hor c'henoù
Ganimp ‘vo skubet ginegezh
An dizesper, kement strizhder

Me sant douar nevez o fraoñval
Me glev dour badez o ruilhañ
Me wel ur fulenn o strakal
Meiz hon triskell ‘n advuhez

Itron Varia, leun a c'hras. O c'hwi
Zegemero pedenn glann ur bugel
Sklerijenn en ho taoulagad
Ziwan ar joa, peoc'h ar vuhez

Me sant douar nevez o fraoñval
Me glev dour-badez o ruilhañ
Me wel ur fulenn o strakal
Meiz hon triskell ‘n advuhez

Me wel ur fulenn o strakal
Meiz hon triskell ‘n advuhez
Me gan an deiz o sevel
Meiz hon triskell ‘n advuhez
Songwriters:
Publisher:
Powered by LyricFind