Lyrics to Yezhou Bihan
Yezhou Bihan Video:
Yezhoù, ma vez graet bihan ac'hanoc'h,
Evel ar stered, o strinkañ e brozh an noz,
Ha petra vefe al loar hep o skedoù,
Met ur gouloù nemetañ, kreiz an egor goullo ?

Yezhoù, ma vez graet bihan ac'hanoc'h,
Evel gwad hag aour bokedoù ar pradoù,
Ha petra vefe ar geot hep ho karmoù,
Met lavnennoù, holl heñvel, en ec'honderioù don ?

Yezhoù, ma vez graet bihan ac'hanoc'h,
E-giz inizi war ar mor bras hadet,
Ha petra vefe ar mor hep ho klasted,
Nemet irvi hag irvi hep diwezh an tonnoù ?
Songwriters:
Publisher:
Powered by LyricFind